D'an troc'h, d'an tec'h, d'ar c'himiad, d'an disrann ez omp kaset aman gant an aozer e sigur dispenn roudoù ar vugeliezh ha klask gwrizioù an hanvoud. Diouzh ar gevredigezh, ar bloc'h, ar c'hedveno e tec'h e rannbarzhioù arlezioù Sina, e diavaez kavell ar riez, war an uhelderioù, er c'hoadegi divoulc'h, e mammenn an henbobloù, evel ur foet-bro awenet. Pellaat a ra ar c'heveller diouzh pep kelennadurezh konfusiat pe bolitikel ha hentin ar gouezeri. Evit rein tro d'ar c'hevellan ha d'ar yezh da rein e saour d'ar romant e tilez pep steunvenn. Evit lakaat hed ha sklaeraat an diarselloù e kemm-digemm raganv-gour e unangomz ('me', 'te', 'en', morse 'ni'). Ha dizolein en diwezh eman gwrizioù unan, neket en douar-man-douar, met en e anien, en e unigez, en e gaouded.
Menez an Ene a reçu en juin 2011 le Prix de l'avenir de la langue bretonne (Priz Dazont ar Brezhoneg) attribué par la Région Bretagne et l'Office public de la langue bretonne.